Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
185
HISTORIOU SANTEL.


31. Kerkent eta ma en doa ehanet da gomz, ann douar a darzaz dindan ho zreid ;

32. Hag o tigheri he zounderiou, e lounkaz anezho gant ho zeltou ha gant kement mad ho devoa ;

33. Hag e tiskenjont ez veo enn ifern, goloet gant ann douar, ha ne oe mui liou anezho e touez ar bobl.

34. Holl Israël, pehini en em zalc’he eno tro-var-dro, o klevout kri ar re a ia da goll, a dec’haz kuit, o lavarout : Tec’homp, gant aoun na vemp ivez lounket gant ann douar.

35. Hoghen eunn tan kasset gant ano Aotrou a lazaz ann daou c’hant hanter-kant den a ghennighe ann ezanz.

36. Hag ann Aotrou a gomzaz ouz Moïzes, o lavararout :

37. Gourc’hemennit da Eleazar map Aaron, ha belek, kemer ann ezansouerou a zo choumet enn tan-goall, ha skigna ar glaou anezho tu-ma tu-hont, rak santifiet int

38. Dre varo ar bec’herien ; ober a rai anezho lavnennou, hag ho staga a rai ouc’h ann aoter, dre’n abek ma’z euz bet kinnighet ezanz gant-ho d’ann Aotrou, ha ma int bet santifiet, evit ma vezint evel eur zin hag eunn arouez dirag daoulagad bugale Israël da zigas sonch euz ar pez a zo c’hoarvezet.

39. Ar belek Eleazar eta a zastumaz ann ezansouerou arem gant pere ho doa kennighet ezanz ar re a oa bet devet gant ann tan-goall, hag o veza great anezho lavnennou, ho stagaz ouc’h ann noter,

40. Evit ma ho divije bugale Israël enn amzer da zont eur ghentel eno, evit na dostaje diaveziad ebed, na den ebed ha na vije ket euz a ouenn Aaron, da ghenniga ezanz d’ann Aotrou, gant aoun na c’hoarvje gant--