Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/186

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184
HISTORIOU SANTEL.


20. Hag ann Aotrou o veza komzet ouc’h Moïzes hag Aaron, a lavaraz :

21. En em dennit euz a greiz ann dud dastumet ama evit ma ho distrujinn enn eunn taol.

22. Moïzes hag Aaron en em strinkaz ho fasou d’ann douar, hag a lavaraz : Doue holl c’halloudek pehini a ro ar vuez da ghement den a zo, mar c’hoarv da unan pec’hi, ha skei a rai ho puaneghez var ann holl ?

23. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes :

24. Gourc’hemennit d’ar bobl holl pellaat diouc’h teltou Core, Dathan hag Abiron.

25. Moïzes a zavaz hag a ieaz da gavout Dathan hag Abiron, hag henaoured Israël a ieaz d’he heul.

26. Hag e lavaraz d’ar bobl : Pellait diouc’h teltou ann dud dizouj e kenver Doue, ha na douchit ouc’h netra a ghement a biaou out-ho, gant aoun na veac’h grounnet enn ho fec’hejou.

27. Ha pa ho doa en em dennet pell diouc’h ann telou tro var dro, Dathan hag Abiron en em zalc’he er meaz enn ho zao e toul-dor ho zinellou gant ho graghez hag ho bugale hag ho banden.

28. Ha Moïzes a lavaraz : Dre ghement-ma e ouiot en deuz ann Aotrou va digaset da ober ann holl draou a velit diraz-hoc’h ha ne ket euz va fenn va-unan am euz ho great :

29. Mar marv ar re-ma euz a varo ordinal ann dud, mar d’int skoet gant eunn drouk a hell skei pep den, ne ket ann Aotrou en deuz va digaset ;

30. Hoghen mar gra ann Aotrou eunn dra nevez, mar tigor ann douar evit ho lounka gant kement a zo d’ezho, mar diskennont ez veo enn ifern, e ouiot ho deuz blasphemet ann Aotrou.