Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
183
HISTORIOU SANTEL.

evit ma kemerjac’h ac’hanoc’h hoc’h-unan karg ar beleg braz.

11. Ha ma en em zav ho pandennad tud enep ann Aotrou ? rak petra eo Aaron evit krozal enn he enep ?

12. Moïzez eta, a gasaz da glask Dathan hag Abiron, mipien Eliab. Hag e respontjont : Ne d-aimp ket.

13. Ha ne ket a-oalc’h d’ehoc’h-hu, emez-ho, beza tennet ac’hanomp euz eur vro e rede enn-hi al leaz hag ar mel, evit hon laza ebarz er gouelec’h ; ret e oe d’ehoc’h c’hoaz ober ho mestr var-n-omp ?

14. Ia a-vad, kaset hoc’h euz ac’hanomp enn eur vro e red enn-hi goaziou leaz ha mel, ha roet hoc’h euz d’eomp parkou ha guiniennou ! Ha c’hoant hoc’h euz-hu c’hoaz da denna hon daoulagad euz hor penn ? ne d-aimp ket.

15. Ha Moïzes, eat drouk braz enn-han, a lavaraz d’ann Aotrou : Na zellit ket ouz ho zakrifisou ; gouzout a rit n’em euz bet biskoaz digant-ho nann zoken eunn azen iaouank, ha n’em euz great poan ebed da nikun anezho.

16. Hag e lavaraz da Gore : C’houi, hag ho pandennad tud en em zalc’hit var c’hoaz enn eunn tu dirag ann Aotrou, hag Aaron en em zalc’ho enn tu all.

17. Kemerit holl guitibunan hoc’h ezansouerou, ha lakit ezanz var-n-ho, o kenniga d’ann Aotrou daou c’hant hanter-kant ezansouer : Aaron ivez ra zalc’ho he ezansouer.

18. Ar pez a rejont, Moïzes hag Aaron enn ho zao var al leac’h.

19. Ha pa ho devoa dastumet ar bobl holl rag-enep d’ezho dirag dor ann tabernakl, gloar ann Aotrou en em ziskouezaz d’ann holl.