Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
182
HISTORIOU SANTEL.

Levi, ha Dathan hag Abiron mipien Eliap, hag Hon ivez map Pheleth euz a vugale Ruben,

2. A zavaz enep Moïzes ha daou c’hant hanter-kant den all euz a vugale Israël, euz ar pennou kenta ebarz er sinagog, hag a vije galvet dre ho hanoiou, ken alies gueach ma vije kuzul.

3. Hag o veza en em zavet enep Moïzes hag Aaron, e leverjont : Ra vezo avoalc’h evid-hoc’h ma’z eo ar bobl holl eur bobl a zent, ha ma ema ann Aotrou gant-ho ; perag en em zavit-hu var bobl ann Aotrou.

4. Moïzes o veza klevet kement-se en em strinkaz he fas d’ar douar ;

5. Hag o komz ouz Core hag ouz ann holl dud a oa eno, e lavaraz : Varc’hoaz vintin ann Aotrou a roio da anaout pere eo ar re a zo d’ezhan, hag e tenno ar zent davet-han ; hag ar re en devezo choazet a dostaï out-han.

6. C’houi eta grit ann dra-ma. Ra ghemero pep unan he ezansouer, c’houi Core, hag ar re a zo a-unan gan-ehoc’h.

7. Ha varc’hoaz pa ho pezo kemeret tan, lakit c’houesiou mad var-n-ezhan dirag ann Aotrou. Ha piou bennag a vezo choazet, hennez eo a vezo sant : Gouall huel en em zavit, bugale Levi !

8. Hag e lavaraz c’hoaz da Gore : klevit, bugale Levi :

9. Ha nebeud eo evit-hoc’h, ma en deuz Doue Israël ho tispartiet euz ann holl bobl, ha tennet davet-han evit he zervicha e lidou ann tabernakl, hag evit ober dirag ar bobl ar garg enorus en deuz roet d’ehoc’h ?

10. Hag evit-se eo en deus-hen great d’ehoc’h tostaat out-han, c’houi hag hoc’h holl vreudeur, bugale Levi,