Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/183

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
181
HISTORIOU SANTEL.

hirio ann douerien Doue evel gueachall, ne ve ket kavet avoalc’h a vein da sklapa out-ho. Mes, arabad eo hen ankounac’haat, Doue a zo patiant dre ma eo ann eternite enn he gherz. Abred pe zivezad e kouezo he zourn var ar re a zizenor evelse he hano santel. Peurvuia zo ken e sko epad ar vuez-ma. Guelit tieghez eunn touer Doue, he loened, he zouarou ; ha chanz vad a zo enn-ho ?

Ar re a labour da zul n’ho deuz ket muioc’h a chanz-vad, Dont pinvidik a fell d’ezho, ha paouraat eo a raint. Petra dalv d’ann den labourat, ma na ro Doue he vennoz d’he labour. Ha Doue ne ket evit rei he vennoz d’al labourou sul, pere a zo ken kountrol d’he zervich ha d’he c’hloar. Al labourou sul-ze, ker stank er c’heriou braz, ha var ar meaz e kalz a zepartamanchou euz hor Bro Franç, a zo hag a vezo kiriek da oualleuriou braz, ma na garomp diouall. Ann Itroun Varia e deuz he ziskleriet da vugale ar Salleta er bloaz 1846. E Breiz izel, a drugaré Doue, var ar meaz da vihana, ne labourer ket kals da zul ha da c’houel ; evel se er bloasiou diveza-ma, hon euz bet kalz neheutoc’h a voaligner eghet ar broiou all. Bet ho deuz brezel-bro, ha ni a zo bet e peoc’h peuz-vad ; bet ho deuz kernez, ha ni a verze ed ha loened ; klenvejou braz a gouez da bep mare var ho zud ha var ho loened, ha ni zo bet diouallet. Mar livirit d’ann dud difeiz ann abek pe ar penn-kaoz a ghement-se, e c’hoarzint ouc’h ho klevet ; mes ar virionez a vezo ato guirionez, hag ar re a vir lezen Doue a raio bepred ho mad gant-hi.




PENNAD V.


Revolt Core, Dathan, hag Abiron. Kroz ar bobl enep Moïzes. Goalenn Aaron o vleunvia. — (Niverou pennad xvi ha xvii).


1. Hoghen chetu Core map Isaar, map Caath, map