Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/182

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
180
HISTORIOU SANTEL.

holl ho daouarn var he benn, ha goudeze ra vezo lazet a daoliou mein gant ar bobl holl.

15. Hag e leverot da vugale Israël : Piou bennag en devezo mallosiet enep he Zoue, a zougo ar bouez euz he bec’hed.

16. Hag ann hini en devezo touet hano ann Aotrou, a vezo lekeat d’ar maro ; a daoliou mein, e vezo lazet gant ar bobl holl, pe hen a vezo Hebread, pe hen a vezo diavesiad.

32. Epad ma oa bugale Israël ebarz er gouelec’h, e c’hoarvezaz ma kavjont eunn den o tastum keuneud da zeiz ar sabbat.

33. Hag hen digasjont da Voïzes ha da Aaron, ha d’ar bobl holl.

34. Ar re-ma hel lekeaz er prizoun, o veza na ouient ket petra da ober d’ezhan.

35. Neuze ann Aotrou a lavaraz da Voïzez : Ra vezo lekeat ann den-ze d’ar maro, ra vezo lazet a daoliou mein gant ann holl bobl, er meaz euz ar c’hamp.

36. He gas a rejont eta er meaz euz ar c’hamp, hag hen lazjont a daouliou mein ; hag e varvaz evel m’en doa gourc’hemennet ann Aotrou.


————


SKLERIDIGHEZ.


Chetu aze diou skouer evit eur bed a dud pere a glever o touet Doue evit ann distera tra, hag a veler o labourat da zul hep ezom braz ebed. Ra zalc’hint sonj euz ar ghentel-ma, rak al leou-doued, ar sakreou argarzuz, kerkoulz hag al labour sul, ne choumint morse digastiz. Mar ve labezet