Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
179
HISTORIOU SANTEL.

tidighez, ho diskredoni hag ho nebeut a fisianz enn he c'halloud hag enn he vadelez. Ni a zo ivez ebarz er bed-ma evel enn eur gouelec’h, da behini omp bet kondaonet dre’n abek d’ar pec'hed original ha d’ar pec’hejou all hon euz great hon-unan abaoe ma’z omp e buez. Bezomp eta er bed-ma evel enn eur vro estren, evel enn eur vro a binijen, dougomp hor c’hastiz gant kourach, gant humilité, gant fisianz e madelez Doue, hag, eurussoc’h eghet ann Israelited, ec’h arruimp en douar prometet, da lavaret eo e rouantelez ann env !




PENNAD IV.


Eunn touter-Doue lazet a daoliou-mein. Eunn den o veza great eul labour difennet da zeiz ar Sabbat, a zoug ar memes kastiz. — (Levr al levitik xxiv. 10. — Ann Niverou xv. 32.)


10. Sevel a reaz daël ebarz er c’hamp etre eunn den Israëlit ha map eur vaouez Hebreadez, pehini e doa he c’hanet diouc’h eur goaz Ejipsian e touez bugale Israël.

11. Hema o veza blasphemet enep ann hano santel ha roet he valloz d’ezhan, a oe digaset da Voïzes. (He vamm a oa hanvet Salumith, merc’h Dabri, euz a veuriad Dan.)

12. Hag hel lekejont er prizoun, ken n’ho divije gouiet petra a c’hourc’hemenje ann Aotrou.

13. Hag ann Aotrou a gomzaz da Voïzes,

14. O lavarout : Digasit ar blasphematour er meaz euz ar c’hamp, hag ar re ho deuz he glevet, ra lakaint