Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
178
HISTORIOU SANTEL.



SKLERIDIGHEZ.


Er pennad histor-ma ez euz eur ghentel vad evit ann dud aounik, hag evit ar re a zo prest ato da vurmuri ha d’en em zevel enep ho mistri, ha dre eno enep Doue he-unan.

Ann dud aounik, dreist pep tra, mar d-int ar re ghenta enn eur vro, a zo kiriek da oualleuriou ar re vrasa. Var zigarez ober o zud vad, ho zud peoc’huz, mes e guirionez evit en em denna a ouall riskl, e lezont ann dud fall d’en em glevet, d’en em hardisaat, ha divezatoc’h e vezint ar re ghenta o koueza dindan ho zaoliou. Ha ne ket kement-se a zo c’hoarvezet gant hor bro er révolution vraz, hanvet révolution 1793 ? Ar memes tra a vije c’hoarvezet gan-eomp e revolution 1848, pa nevet oump bet furoc’h eghet hon tadou. Ann dud honest en em glevaz peuz vad da rei mouez enep ar republicaned ruz, da zevel kleze ouc’h kleze, mar bije ret, hag ar vro a zo bet saveteet. Enn amzeriou da zont e renk ann dud vad beza tearoc’h c’hoaz enep ann dispac’herien, pe ho devezo keuz, rak ijin ann droug en em ghemer a vraz euz ar vecherourien ebarz er c’heriou-bourc’h ha var ar meaz ivez.

Ann dek den-ze pere a lezaz ar bobl da ghemer aoun, da grozal ha da zevel enep Moïzes hag enep Doue, ne oant ket tud fall nag enebourien da Voïzes ; kaloun eo a vankaz d’ezho, hag e lezjont ar bobl da ober he benn, eleac’h herzel out-han evel ma reaz Kaleb ha Josue. Rak-se e oent ivez ar re ghenta o toughen ar boan euz ho laoskentez ; mervel a rejont var ar plas, skoet gant justis Doue.

Ne vezo kurunet nemet ar re ho devezo brezelekeet ; nep a zalc’ho mad beteg ar fin a vezo salvet. Doue ne oa ket he sonj er penn kenta lezel ann Israelited daou-ughent vloaz ebarz er gouelec’h. Goude beza roet he lezen d’ezho var venez Sinaï, e kasaz anezho rag éeun beteg harzou ann douar prometet, hag hep dale e vijent eat ebarz, paneved ho dizen-