Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
LEVR ANN EXOD.

Hen lakaat a reaz ; hag hen tennaz adarre, hag e oa henvel endro ouc’h ar rest euz he gorf.

8. Ma na gredont ket ac’hanoc’h eme ann Aotrou, ha ma na zelaouont ket mouez ar burzud kenta, e kredint da vouez ann eil vurzud.

9. Ha ma na gredont ket c’hoaz d’ann daou vurzud-se, ha ma na zelaouont ket ho mouez, kemerit dour euz ar ster, ha skuillit-hen var ann douar, hag ar pez ho pezo tennet euz ar ster a vezo chenchet e goad.

10. Moïzes a lavaraz neuze : Me ho ped, Aotrou, da deurel evez penaoz n’ounn bet biskoaz eunn den helavar[1], na deac’h na derc’hent deac’h ; hag abaoe ma hoc’h euz komzet ouz ho servicher, ounn deuet besteod goassoc’h eghet araok.

11. Ann Aotrou a lavaraz d’ezhan : Piou en deuz great ghenou ann den ? Ha piou en deuz krouet ar mud hag ar bouzar, ann hini a vel hag ann hini a zo dall ? Ha ne ket me eo ?

12. It eta, ha me vezo enn ho kenou, hag a zesko d’ehoc’h ar pez ho pezo da lavarout.

13. Mes hen : Me ho ped, Aotrou, emez-han, kasit ann hini a dleit da gas.

14. Doue fachet oc’h Moïzes a lavaraz : Aaron ho preur euz a veuriad Levi, gouzout a rann ez eo eunn den helavar ; chetu ema o tont var hoc’h arbenn, ha pa ho kuelo e vezo laouen he galoun.

15. Komzit d’ezhan, ha likiit va c’homzou enn he c’henou, ha me vezo enn ho kenou-hu, hag enn he hini, ha me a ziskouezo deoc’h ho taou petra ho pezo

da ober.

  1. Helavar pe loquansus.