Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
LEVR ANN EXOD.

labourou grevuz bugale Israel, ha bugale Israel ne oant ket paeet diouc’h ho foan ; pa’zaint er meaz euz ann Ejipt, Doue a lakai ann Ejipsianed da bresta d’ezho dillad brao, listri aour hag arc’hant, evit ober ho zakrifis, hag ann traou-ze a choumo gant-ho evit ho digoll euz ho labourou.





PENNAD IV.


Doue a gas Moïzes da gavout he vreudeur enn Ejipt.


1. Moïzes a respontas da Zoue, hag a lavaraz : Ne gredint ket ac’hanoun, ha ne zelaouint ket va mouez, mes lavarout a raint : Ann Aotrou n’en deuz ket en em ziskouezet d’ehoc’h.

2. Doue a lavaraz eta d’ezhan : Petra a zalc’hit-hu enn ho tourn ? Hen a respontaz : Eur voalen.

3. Hag ann Aotrou a lavaraz : Taolit-hi d’ann douar. He zeurel a eure, hag e oe chenchet enn eunn aër, enn hevelep fesoun ma tec’haz Moïzes var he ghiz.

4. Hag ann Aotrou a lavaraz : Astennit ho tourn, ha kroghit enn he lost. Astenn a reaz he zourn, hag e savaz ann aër, hag ann aër a zeuaz adarre da veza goalen.

5. Kement-ma a zo, eme Zoue, evit ma kredint en deuz ann Aotrou, Doue ho zadou en em ziskouezet d’eoc’h, Doue Abraham, Doue Isaak, ha Doue Jakob.

6. Hag ann Aotrou a lavaraz c’hoaz : Likiit ho tourn enn ho pruched. Hag o veza lekeat he zourn enn he vruched, hen tennaz ac’hano goloet a lovrentez guenn ec’hiz erc’h.

7. Likiit ho tourn endro enn ho pruched, eme Zoue.