Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/153

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
151
LEVR ANN EXOD.

sklerijen hag ho krafe souezet. Meur a zant a zo bet guelet eur rodik-heol evelse endro d’ho fenn, epad ma komzent oc’h Doue enn ho feden.

Ar bobl a Israël na helle ket souten ar guel euz ar bannou sklerijen-ze hag e oe ret da Voïzes teurel eur vouel dreist he benn, pa en divije da gomz ouz ar bobl. Kement-se, eme Zant Paol, a verke dallentez ar juzevien enn amzer da zont ; na heljent ket sellout a bik ouz ann hini a oa skeudennet ebarz al lezen, da lavaret eo, ouz Jezuz-Krist, hag ho sperejou a choumje dallet ha kaledet. Rak-se hirio, emezhan, pa lenneur d’ezho levriou Moïzes, ho deuz eur vouel var ho c’haloun ne fell ket d’ezho e ve euz a Jezuz e komzje Moïzes. Hoghen pa zistroint oc’h Doue a vir galoun, ar vouel-ze a gouezo, ha neuze e kredint ez eo hen ar messiaz. (2 cor : 3.7.)





PENNAD XXXV.


Urzou Doue divarbenn deiz ar sabbat, ar profou, hag al labouriou da ober evit ann tabernakl. — Beseleel hag Ooliab hanvet gant Doue da gas al labouriou-ze da benn.


1. Moïzes eta, o veza dastumet holl bobl bugale Israël, a lavaraz d’ezho : Chetu ama ann traou en deuz gourc’hemennet ann Aotrou da ober.

2. Epad c’houec’h devez e labourot, ar seizved devez a vezo santel evid-hoc’h, ar sabbat eo hag ehan ann Aotrou ; piou bennag a labouro enn devez-se a vezo lakeat d’ar maro.

3. Na C’houezot ket a dan enn ho tiez epad deiz ar sabbat.

4. Moïzes a lavaraz c’hoaz da holl assamble bugale