Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
150
LEVR ANN EXOD.


35. Ar re-ma a vele ann daou gorn sklerijen var fas Moïzes pa zeue er meaz euz ann tabernakl ; mes hen a c’holoe adarre he fas, pa en divije da gomz out-ho.


————


SKLERIDIGHEZ.


Taolit evez hag e kafot er pennad-ma peadra da zonjal ervad.

Dizarmet gant pinijen ar bobl, ha dreist pep tra gant humilite Moïzez, Doue a ia da rapari ar c’holl en doa great he zervicher, o terri diou daolen ghenta ann dek gourc’hemenn. Bemdez e ra Doue ann drugarez-se e kenver ar bec’herien a zistro out-han a greiz ho c’haloun ; skrivan a ra adarre enn ho eneou he lezen hag he garantez pere a oa bet effaset enn-ho dre ar pec’hed.

Madelez Doue a zo bepred trec’h d’he justis, mar kastiz pec’hejou ann tadou var ho bugale beteg ar pevare disken ; e paë vertusiou he vignouned enn ho bugale epad mil rumm. O tadou ha mammou, mar karit ho pugale, guelit pebez bennoz a dennit var-n-ezho o veva e guir gristenien, ha pebez drouk a rit d’ezho, goude en em goll hoc’h unan, dre ho koall oberiou.

Guelit c’hoaz gant pebez nerz e tifenn Doue ouz he bobl ober dimiziou gant tud Bro Kanaan, dre ma oant tud fall hag heb doujanz Doue. Ha c’houi, pa hoc’h euz bugale da zimizi, na zellit mui ouz ar vouenn dud, nag ouz ar vuezeghez vad, na zellit nemet ouz ann arc’hant.

Abaoe ann diviz santel en doa bet Moïzes gant Doue var ar menez, e oa savet daou vann sklerijen var he dal, ha ne ouie doare. Mar kirit ober orezon, komz gant Doue kaloun ouc’h kaloun, nann hepken euz a ezommou hoc’h ene, mes ivez euz ar pez a zell ouz ar vuez-ma, ho pefe alies sklerijen, hag eur