Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
149
LEVR ANN EXOD.


25. Na ghennigot ket d’in goad al loen lazet em enor, gant bara goellet ; ha ne choumo netra beteg ar mintin euz a hostif ar gouel pask.

26. Preveudiou frouezou ho touar a ghennigot e ti ann Aotrou ho Toue. Na boazot ket ar men-gaorv e leaz he vamm.

27. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Skrivit, da gas gan-ehoc’h ar c’homzou-ma dre bere am euz great kevredighez gan-ehoc’h ha gant Israël.

28. Moïzes eta a oe eno gant ann Aotrou daou-ughent devez, ha daou-ughent nosvez ; ha na zebraz ket a vara, ha na evaz ket a zour, hag ann Aotrou a skrivaz var ann taolennou dek komz ar ghevredighez.

29. Ha pa ziskenne Moïzes divar venez Sinaï, e talc’he enn he zaouarn diou daolen ann desteni, ha ne ouïe ket e oa savet daou vann sklerijen var he dal, abaoe ann diviz en doa bet gant an Aotrou.

30. Hoghen Aaron ha bugale Israël, o velet ar bannou sklerijen var dal Moïzes, ho doe aoun o tostaat out-han.

31. Ha Moïzes ho galvaz, hag e teujont d’he gavout, Aaron ha pennou kenta ar Sinagog. Ha pa en devoe komzet out-ho,

32. Holl vugale Israël a zeuaz ivez beteg en-han : Hag e c’hourc’hemennaz d’ezho ann holl draou en devoa klevet gant ann Aotrou var venez Sinaï.

33. Ha pa en devoa lavaret ar pez en doa da lavaret, e lekeaz eur vouel var he fas.

34. Pa’z ea da gavout ann Aotrou, ha pa gomze gant-han, e tenne ar vouel, ken na zeue er meaz euz ann tabernakl ; ha neuze e tisklerie da vugale Israël ann holl draou a vije bet gourc’hemennet d’ezhan.