Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
LEVR ANN EXOD.

℣ 2. Moïzes a vele ann tan er voden hag ar voden na zeve ket. Ar veledighez vraz-se, hervez ann tadou santel, a verke kalz a draou. Da ghenta, skeudenni a rea ar stad emedo neuze pobl Doue, hag a dlie padout bete fin ar bed, ato e kreiz ann drubuill hag ar boan, hep beza morse dismantret. D’ann eil, e verke e vije bepred lezen Doue dirag he zaoulagad evel eur sklerijenn gaer, hep tomma he galoun nag he c’hounit da Zoue evit mad. Bez’ez oa c’hoaz eur skeud euz ann tan a ziskennaz var ann ebestel da zeiz ar Pantekost, ha na reaz drouk ebed d’ezho, mes peur-netaat ar pez a oa c’hoaz enn-ho a c’houander hag a fillidighez, hag ho c’harga euz a zonezonou ar Speret Santel. Er voden-ze, eme c’hoaz hor Mamm Zantel ann iliz, ec’h anavezomp ar Verc’hez-Gloriuz-Vari, bepred Guerc’hez, ha dinam e kreiz eur bed goloet a bec’hejou.

℣ 8. Hag he gaz enn eur vro e red enn-hi al leaz hag ar mel. — Houn-nez a ioa eur fesoun da gomz evit diskouez founder ha pinvidighez ar vro a bromete Doue d’he bobl. Ann douar prometet a oa neuze frouezusoc’h eghet ne d-eo hirio ; millighet eo bet divezatoc’h. Mes ann douar santel se a oa eur skeud euz ar vro binvidik a bromet Doue d’he zervicherien vad, e peleac’h e leunio ann eneou gant madou braz he di, hag e lakai da redek var-n-ezho eur ster a zudiou.

℣ 14. Bez’ez ounn ann hini ez oun. — Hen-nez eo hano braz ann Aotrou-Doue, hag a verk he eternité, eme ann Tadou. Ann eternite n’e deuz na koumansamant na fin. Ann hini a zo. — Piou a hell kemerout ann hano-ze nag enn env nag enn douar, nemet Doue ? Ann traou holl a zo bet krouet, ha na badont ket ato, da vihana na choumont ket er memes stad. Ann elez ho-unan hag eneou ann dud ho deuz chenchet stad, Doue hepken a zo bepred ar memes tra, hag he vloasiou na finvezint biken.

℣ 22. Hag e tibourc’hot ann Ejipt. — Doue a ra justis abred pe zivezad ; ann Ejipsianed a oa deuet pinvidik gant