Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/149

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
147
LEVR ANN EXOD.

den dinamm drez-han he-unan ; c’houi pehini a gastiz goall oberiou ann tadou var ho bugale ha var ho bugale vihan beteg ann trede hag ar bevare rum dud.

8. Ha Moïzes en em hastaz d’en em strinka he fas d’ann douar ; hag en eur adori,

9. E lavaraz : Ma em euz kavet gras diraz-hoc’h, Aotrou, me ho ped, kerzit gan-eomp. (rak ar bobl en deuz eur penn kalet), ha lamit divar-n-omp hor goall-oberiou hag hor pec’hejou, ha perc’hennit ac’hanomp eve ho tra.

10. Ann Aotrou a respontaz : Eur ghevredighez a rinn dirag daoulagad ann holl ; burzudou a rinn ec’hiz n'euz bet guelet biskoaz var ann douar, nag etouez bobl ebed ; evit ma velo ar bobl-se, emaoc’h enn he greiz, ann traou estlammuz a dleann ober.

11. Mirit ann holl draou a c’hourc’hemennann d’ehoc’h hirio : Me va unan a daolo er meaz divar hoc’h hent ann Amorrheed ; ar Gananeed, ann Hetheed ; ar Pherezeed ivez, ann Heveed hag ar Jezubeed.

12. Diouallit ne rafac’h biken mignounach gant tud ann douar-ze ; ann dra-ze a ve kiriek d’ho koll.

13, Mes dismantrit ho aoteriou, bruzunit ho skeudennou, ha trouc’hit ho c’hoajou sakr.

14. Na adorit Doue estren ebed ; ann Aotrou eo he hano ann Doue oazuz ; Doue a fell d’ezhan beza karet hep kenverour.

15. Na rit ket kevredighez gant tud ar broiou-ze gant aoun, goude ma ho devezo pec’het gant ho Doueou, hag adoret ho skeudennou, e teufe unan bennag anezho d’ho pedi da zibri gant-han euz ann anevaled a zo bet lazet enn ho enor.

16. Na ghemerit ket ho merc’hed da briejou d’ho