Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146
LEVR ANN EXOD.





PENNAD XXXIV.


Moïzes a bign eunn eil gueach var ar menez, gant diou daolen mean nevez. — Urzou Doue divarbenn poblou ann Douar Santel. — Daou vann gloar, e doare daou gorn, var dal Moïzes.


1. Goude kement-se ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Bénit d’ehoc’h diou daolen mean, henvel ouz ar re ghenta, ha me a skrivo var-n-ezho ar c’homzou a oa var ann taolennou hoc’h euz bruzunet.

2. Bezit prest mintin mad, da bignat dioc’htu var venez Sinaï, hag e choumot gan-en var lein ar menez.

3. Na bignet den gan-ehoc’h, na vezet guelet den endro d’ar menez, na beurent dirag ar menez, na saout na denved,

4. Moïzes a venaz eta diou daolen vean, evel ma oa ar re ghenta ; hag o sevel araog ann deiz, e pignaz var venez Sinaï, ann taolennou gant-han evel m’en doa gourc’hemennet ann Aotrou d’ezhan.

5. Ha pa oe diskennet ann Aotrou ebarz er goabren, Moïzes a choumaz gant-han, oc’h en em erbedi ouc’h hano ann Aotrou.

6. Ha pa dremene ann Aotrou diraz-han, Moïzes a lavaraz : Mestr Souveren, Aotrou Doue, trugarezuz hag hegarad, gouzanvuz ha leun a drugarez, ha guirion.

7. C’houi pehini a zalc’h da ober trugarez a hed mil rumm-dud ; c’houi pehini a lam, a effaç, an drouk, hag ar goallou hag ar pec’hejou ; dirag pehini n’euz