Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145
LEVR ANN EXOD.



SKLERIDIGHEZ.


Doue a ziskouez ato d’he bobl peghen argarzuz a oa ho fec’hed diraz-han. Peden gaer Moïzes e deuz miret out-han d’ho laza holl beteg ann diveza ; mes derc’hel a ra sonj euz ho ingrateri, hag he vuaneghez na zistan nemet a nebeut da nebeut. Pellaat a ra he dabernakl diout-ho, hag he zevel a ra en eul leac’h all, ha ne ket bet disenoret gant lidou iskiz al leue aour. Ar pez a zo eunn doare ekummunughen. Kement-se a c’hoarvez alies siouaz ! gant ar boiou kristen, pa en em c’hreont indign euz a vadelezou Doue. Doue a zeu da lemel digant-ho he gantolor, da lavaret eo, sklerijen ar vir feiz, hag he ro da vobladou all sentusoc’h, pere a denn mui a brofit anezhi.

Mar d-eo Doue rust e kenver ar bobl pec’her, eo leun a vadelez evit Moïzes, he zervicher, Guelit ann diviz a zo etrez-ho, evel eur gaoz vad etre daou vignoun. Me hoc’h anaf dre hoc’h hano, eme Doue da Voïzes ; ar pez a zinifi hervez mod prezeg ar Skritur Sakr, stad vraz a rann ac’hanoc’h, hag ho karout a rann. — Ha Moïzes a lavar da Zoue. Me garfe guelet ho fas, me garfe guelet ho kloar ! Houn-nez eo huanaden ann holl eneou devot ; nep a gar unan bennag, en deuz mall d’he velet. — Ha Doue a respont : Discouez a rinn d’ehoc’h pep mad ; hoghen va guelet evel ma’z oun, n’oufac’h ket padout dirag va gloar. Mes eul leac’h a zo hag emaoun enn-han, en em zalc’hit eno var ar mean, hag e velot eunn dra bennag petra ounn. Al leac’h-se, eme zant Augustin, eo Iliz Doue, ar mean eo Jezuz-Krist. Mar fell d’eomp anaout Doue, selaouomp kelennadurez ann Iliz, dalc’homp hor zell var Jezuz-Krist, lennomp he vuez, studiomp he Aviel ; eno e velimp eunn dra bennag petra eo Doue, eno e velimp he furnez, he c’halloud, he vadelez.


————

10