Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
LEVR ANN EXOD.

beteg un diveza. Evit brema, diviskit ho tillad gouel, evit ma ouezinn petra da ober ac’hanoc’h.

6. Bugale Israël a guitaaz eta ho dillad gouel e hars treid menez Horeb.

7. Moïzes ivez o lemel ann tabernakl euz he blas, hen zavaz pell er meaz euz ar c’hamp, hag hen hanvaz tabernakl ar ghevredighez. Hag ar re euz ar bobl ho divjje eunn dra bennag da c’houlenn, az ea er meaz euz ar c’hamp da dabernakl ar ghevredighez.

8. Ha pa’z ea Moïzes d’ann tabernakl, ar bobl holl a zave, ha peb-unan en em zalc’he en he zao var doull dor he delt, hag e sellent ouz Moïzes adre he ghein, ken na vije eat ebarz enn tabernakl.

9. Hoghen pa vije eat Moïzes e diabarz tabernakl ar ghevredighez, ar goulounen goabr a ziskenne hag en em zalc’he dirag toull ann or, ha Doue a gomze gant Moïzes.

10. Ann holl a vele en em zalc’he ar goulounen goabr e harz dor ann tabernakl. Hag en em zalc’hent ho-unan e toull doriou ho zeltou, hag ec’h adorent ac’hano.

11. Hoghen, an Aotrou a gomze ouc’h Moïzes drem-oc’h-drem, evel ma kustum eunn den komz ouz he vignoun. Ha pa zistroe Moïzes d’ar c’hamp, he zervicher, Jozue map Nun, neuze krenn-baotr, na zeue ket er meaz euz ann tabernakl.

12. Hoghen Moïzes a lavaraz d’ann Aotrou : Gourc’hemenn a rit d’in bleina ar bobl-ma ; ha na livirit ket d’in piou a dleit da gas d’am zikour, ispicial pa hoc’h euz lavaret : Hoc’h anaout a rann dre hoc’h hano, ha kavet hoc’h euz gras diraz-oun.

13. Ma em euz eta kavet gras diraz-hoc’h, diskouezit ho fas d’in, evit ma hoc’h anavezinn, ha ma kavinn