Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/144

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142
LEVR ANN EXOD.

var-n-ughent anezho, ha divesatoc’h e kavo c’hoaz ann tu da vizita ho fec’hed ; rak he justis a renk kaout he zro. Follentez eo eta pec’hi, pa renker abred pe zivezad damanti !





PENNAD XXXIII.


Doue a bardoun d’ar bobl, mes pelaat a ra diout-han ; komz a ra gant Moïzes drem oc’h drem ; Moïzes a c’hoanta guelout fas ann Aotrou, ha na vel nemet he ghein.


1. Ha Doue a gomzaz ouz Moïzes o lavarout : It, pignit diouc’h al leac’h-ma, c’houi hag ar bobl-se d’ehoc’h hoc’h euz tennet euz a zouar ann Ejipt, d’ar vro divar benn pehini em euz touet da Abraham da Izaak ha da Jacob, o lavarout : Re rei a rinn d’ar ouenn ac’hanoc’h.

2. Ha me gaso un Eal da gherzet en ho raog, evit ma taolin er meaz euz ar vro-ze ar Gananeed, ann Amorrheed, ann Hetheed, ar Pherezeed, ann Heveed hag ar Jebuzeed,

3. Hag evit ma ’z eot ebarz er vro-ze e pehini e red al leaz hag ar mel. Rak ne bignin ket va unan gan-ehoc’h, dre ma’z oc’h eur bobl penn kaled, gant aoun n’ho tistrujfen var an hent.

4. Hag ar bobl o klevout ar gomz c’houero-ze, en em lekeaz da ouela ; ha nikun na viskaz evel kent he zillad kaer.

5. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Komzit da vugale Israël evel-henn : Eur bobl penn kaled oc’h, mar teuann eur veach c’hoaz enn ho kreiz, ho tistrujinn