Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
141
LEVR ANN EXOD.


32. Pe ma n’her grit ket, effacit ac’hanoun divar al leor hoc’h euz skivet.

33. Ann Aotrou a respontaz d’ezhan : Ann hini en devezo pec’het em enep, hennez a effacinn divar va leor.

34. Evid-hoc’h-hu, it, ha kasit ar bobl-ma d’al leac’h am euz lavaret d’ehoc’h. Va Eal a gherzo araoz-hoc’h. Hoghen, da zeiz ar venjanz, me visito ar pec’hed-ma ho deuz great.

35. Ann Aotrou a skoaz eta ar bobl, dre ma en doa sakrifiet d’al leue en doa great Aaron.


————


SKLERIDIGHEZ.


Nag a draou mad ma zonjal enn-ho, a zeu e spered ann den goude beza lennet ar pennad-ma ! Da ghenta peghen edro, peghen berboellik eo ar bobl, ha peghen nebeut ez euz da gouenta var-n-ezhan. Guelet en deuz burzudou ar re vrasa, great gant Doue enn he andret ; prometet en deuz nevez-so d’ann Holl C’halloudek n’en divije ken Doue nemet-han, ha sellit petra zo c’hoarvezet. Guelet ho deuz ann Ejipsianed oc’h adori ann ejen Apis, hag e c’houlennont eul leue evit ober ho Doue anezhan. Na gountit ket eta var ho nerz hoc’h-unan, mes pedit Doue alies da greski ho feiz, ha d’ho kenderc’hel enn he zoujanz.

Goude beza guelet droughiez ar bobl, en em estlammit var vadelez Moïzes hag var he garantez evit he vobl. O va Doue, emez-han, pardonnit d’ezho, pe effacit va hano divar ho leor a vuez ! netra na harz ouz eur beden evelse. Doue a espern ar bobl evit neuze da vihana ; koulskoude rei a ra eur ghentel spountuz, o lakât d’ar maro var ar plas, tri mill