Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
140
LEVR ANN EXOD.

hag em euz he daolet enn tan, hag eo deut al leue-ma anez-han.

25. Moïzes eta o velout edo ar bobl evel e noaz da lavaret eo, kollet gant-han holl zikour Doue, rak Aaron en doa hen lekeat er stad-se oc’h ober ar pez mezuz-se, hag he lekeat e noaz e kreiz he enebourien),

26. Moïzes eta, oc’h en em zerc’hel var zor ar c’hamp, a lavaraz : Mar’z euz aze unan bennag d’ann Aotrou, ra zeuio ama enn tu gan-en. Hag holl vugale Levi en em zastumaz endro d’ezhan.

27. Hag e lavaraz d’ezho : Chetu ama petra lavar ann Aotrou Doue Israël : Ra lakaï pep goaz he gleze ouc’h he gostez ; it, ha deuit euz ann eil dor d’eben dre greiz ar c’hamp, ha ra lazo peb unan he vreur, he vignoun hag he gar tosta.

28. Ha bugale Levi a ieaz ec’hiz ma en doa lavaret Moïzes, hag e oe lazet enn deiz-se var dro tri mil den var-n-ughent.

29. Ha Moïzes a lavaraz da vugale Levi : hirio hoc’h euz konsakret ho taouarn d’ann Aotrou, peb unan var he vap, ha var he vreur, hag hoc’h euz tennet he vennoz var-n-hoc’h.

30. Antronoz, Moïzes a lavaraz d’ar bobl : Eur pec’hed braz meurbed hoc’h euz great ; pignat a rinn da gavout ann Aotrou, da velout ha me a hello kaout trugarez evit ho koall-ober.

31. Ha Moïzes, o veza distroet da gavout ann Aotrou, a lavaraz : Selaouit ac’hanoun, me ho ped, ar bobl ma en deuz great eur pec’hed braz meurbed, great ho deuz evit-ho doueou aour ; mes pardonnit d’ezho ar faot-se,