Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131
LEVR ANN EXOD.


11. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz ouc’h Moïzes, o lavarout :

12. Pa po pezo great ar gount euz a vugale Israël hervez ann niver anezho, e roint holl guitibunan ar priz euz ho eneou d’ann Aotrou, ha na gouezo kastiz ebed var-n-ezho, evit-ho da veza bet kountet.

13. Kement hini a vezo bet kemeret he hano, a roïo eunn hanter sikl hervez muzul ann templ. Ar sikl a dall ughent obol. Eunn hanter sikl a vezo roet e prof d’ann Aotrou.

14. Ann hini a vezo bet kountet, a daleg ughent vloaz hag oc’h penn, a roio ar priz.

15. Ar pinvidik na roio ket muioc’h eghet eunn hanter sikl, hag ar paour na roio ket nebeutoc’h.

16. Ha pa ho pezo touchet ann arc’hant-se dastumet e touez bugale Israël, ec’h implijot anezhan endro da dabernakl ann desteni, evit ma vezo eno dirag ann Aotrou, da zigas sonj anezho, ha da denna trugarez var ho eneou.

17. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz ouc’h Moïzes, o lavarout :

18. Ober a reot ivez eur vassin arem gant he diazez evit en em c’houelc’hi. Hag he lakaat a reot etre tabernakl ann desteni hag ann aoter. Ha pa vezo taolet dour ebarz,

19. Aaron hag he vugale a vouelc’ho ho daouarn hag ho zreid enn-hi,

20. Pa ho devezo da vont ebarz tabernakl ann desteni, ha pa ho devezo da dostaat ouz ann aoter da ghenniga var-n-ezhi c’houesiou-mad d’ann Aotrou,

21. Gant aoun na varfent. Hou-nez a vezo eul lezen da vikenn evit Aaron hag evit ar re euz he lignez a rai he garg var he lerc’h.