Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
LEVR ANN EXOD.


2. Beza e devezo eunn ilinad hed, hag eunn ilinad ledander, da lavaret eo, e vezo karre, hag e devezo daou ilinad huelded ; euz ar pevar c’hoign anezhi e savo evel pevar c’horn.

3. Hag he golei a reot gant aour pur meurbed, ann oaled anezhi, kerkoulz hag ar bordou tro-var-dro. Hag ar c’hornou. Ober a reot ivez d’ezhi tro-var-dro eur gurunen alaouret.

4. Ha diou lagaden aour dindan ar gurunen enn daou gostez evit ma vezo tremenet dreiz-ho bisier-doug, ha ma vezo doughet ann aoter gant-ho.

5. Ar bisier-se a reot ivez gant koat setim, hag ho golei a reot gant aour.

6. Hag e lekeot ann aoter rag eneb d’ar vouel a zo stignet dirag arc’h ann desteni, eeun-hag-eeun d’ar propitiator pehini a c’holo arc’h ann desteni, e peleac’h e komzinn ouz-hoc’h.

7. Hag Aaron a zevo var-n-ezhi ezanz hag a daolo c’houez-vad, he zevi a rai da vintin, pa ghempenno ar c’hleuzeuriou ;

8. Ha pa ho lakaio enn ho flas var elum d’ann abardaez, e tevo c’hoaz c’houesiou mad d’ann Aotrou, ar pez a vezo great a rum da rum ac’hanoc’h da viken.

9. Na ghennigot ket var ann aoter-ze c’houesiou mad aozet enn eur c’hiz all, na sakrifiz bara, na sakrifiz loen, ha na skuillot likor ebed var-n-ezhi.

10. Hag Aaron a bedo eur veach bep bloaz var gornou ann aoter-ze, gant goad ann hostif a vezo bet kennighet evit ar pec’hed, hag evelse e vezo calmet coler ann Aotrou-Doue euz ann eil rum dud d’eghile. Hennez a vezo eul lid sakr ha santel d’ann Aotrou.