Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129
LEVR ANN EXOD.


44. Santifia a rainn ivez tabernakl ann desteni gant ann aoter, hag Aaron gant he vugale, evit ma raint ho c’harg a veleien diraz-oun.

45. Hag e chouminn e kreiz bugale Israël, hag e vezinn ho Doue.

46. Hag e ouezint ez ounn ann Aotrou ho Doue, em euz ho zennet euz a zouar ann Ejipt, evit ma choumjen enn ho zouez, me ann Aotrou ho Doue.


————


SKLERIDIGHEZ.


Doue a zesk d’eomp ebarz er pennad-ma peghen huel eo stad he veleien, pa’ze guir eo bet falvezet d’ezhan choaz he-unan he velek kenta, ha gourc’hemenni da Voïzes he zakri dirag ar bobl, gant lidou braz, evit ma ho divije ann holl doujanz evit-han. Pep-hini euz al lidou-ze a oa eur ghentel hag a verke d’ar belek ar zantelez a renkje da gaout, ann deveriou en divije da ober, hag ar vertuziou a dlie da bratika. Euz ann holl lidou-ze, taolit evez var unan, me lavar, var ar zakrifiz en divije da ober bemdez da vintin ha d’ann abardaez ; ha deskit ac’hano beza ivez aketuz da ober ho pedennou diouz ar mintin ha diouz noz.





PENNAD XXX.


Aoter vihan ar c’houesiou mad. Ar guir da zevel var ar bobl evit dispignou ann tabernakl. Ar vassin arem. Ounganchou da zakri al listri, hag ann traou all e servich ann tabernakl.


1. Ober a reot ivez gant koat setim eunn aoter da zevi c’houesiou-mad.

9