Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128
LEVR ANN EXOD.

c’hik a zo bet sakret, pe euz ar bara, beteg ar mintin, e tevot ar restou-ze enn tan ; ha ne vezint ket debret, dre ma’z int bet santifiet.

35. Ober a reot var Aaron hag he vugale ann holl draou am euz gourc’hemennet d’ehoc’h. Epad seiz devez e sakrot ho daouarn.

36. Eul leue bemdez a ghennigot da gaout trugarez euz ar pec’hed. Ha pa ho pezo lazet e zakrifis ann hostif da gaout trugarez euz ar pec’hed, e neteot ann aoter hag e skuillot eol var-n-ezhi evit he santifia.

37. Epad seiz devez e purifiot ann aoter hag he santifiot, hag e vezo Santel-Santel. Kement hini a doucho out-hi, a vezo santifiet.

38. Chetu ama petra a reot var ann aoter : Daou oan bloaz a zakrifiot bemdez hep mankout deiz ebed.

39. Eunn oan diouc’h ar mintin, hag eghile d’ar pardaez.

40.Gant ann oan kenta e kennigot flour guiniz eunn dekved euz ar muzul hanvet ephi, hag ar bleud distrempet gant eol olivez pilet, euz a behini, e vezo eur c’hart muzul hanvet hin ; kenniga a reot ivez guin da skuilla var ar zakrifis, eur c’hart hin ivez muzulet var al leac’h.

41. Ann oan all a ghennigot d’ar pardaez evel eur zakrifis a c’houez vad gant ar memes lid hag hini ar mintin, hervez ann traou hon euz lavaret.

42. Sakrifiz ann Aotrou eo, da veza kennighet hep ehan a rum da rum keid ha ma pado ar ouenn ac’hanoc’h, ec’harz dor tabernakl ann desteni dirag ann Aotrou, e peleac’h en em zalc’hinn evit komz ouz-hoc’h.

43. Hag eno e roinn va urzou evit bugale Israël, hag ann aoter a vezo santifiet dre va gloar.