Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
LEVR ANN EXOD.

vont da gavout Pharaon, ha da denna bugale Israël euz ann Ejipt.

12. Doue a respontaz d’ezhan : Me a vezo gan-ehoc’h ; hag az zin-ma ho pezo, evit gouzout eo me am euz ho kaset. Pa ho pezo tennet va bobl euz ann Ejipt, e reot eur zakrifis da Zoue var ar menez-ma.

13. Moïzes a lavaraz da Zoue : Mad, mont a rinn da gavout bugale Israël, hag e livirinn d’ezho : Doue ho tadou en deuz va digaset d’ho kavout. Ma lavaront d’in : Pe hano en deus-hen ? Petra a livirinn-me d’ezho ?

14. Doue a lavaraz da Voïzes : Bez’ez ounn ann hini ez ounn. Ha c’hoaz : Ann dra-ma a leverot da vugale Israël : Ann hini a zo en deuz va digaset d’ho kavout.

15. Ha Doue a lavaraz c’hoaz da Voïzes : Ann dra-ma a leverot da vugale Israël ; Ann Aotrou, Doue ho tadou, Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob, en deuz va digaset d’ho kavout ; ann hano-ze eo va hano da vikenn, ha drez-han ann dud, a rum-da-rum, a zalc’ho sonj ac’hanoun enn holl amzeriou.

16. It ha dastumit ar re goz en Israël, hag e leverot d’ezho : Ann Aotrou, Doue ho tadou en deuz en em ziskouezet d’in, Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob, o lavarout : Deuet ounn d’ho kuelet, ha guelet am euz ann holl draou a zo c’hoarvezet gan-ehoc’h enn Ejipt.

17. Hag em euz lavaret e renkenn ho tenna diouc’h trubuliou ann Ejipt, hag ho kas da vro ar Gananeed, ann Heteed, ann Amorrheed, ar Pherezeed, ann Heveed, hag ar Jebuzeed, enn eur vro e red enn-hi al leaz hag ar mel.

18. Hag e selaouint ho mouez ; hag ez eot, c’houi