Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
LEVR ANN EXOD.

deureul c’houes vad meurbed dirag ann Aotrou, rak he zakrifiz eo.

26. Kemer a reot ivez peultrin ar maout gant pehini eo bet sakret Aaron, hag e santifiot anezhan oc’h he zevel dirag ann Aotrou, hag e vezo miret evit beza ho lod euz ar zakrifiz.

27. Santifia a reot ivez ar peultrin a zo bel sakret hag ar skoaz hoc’h euz tennel euz ar maout,

28. Gant pehini eo bet sakret Aaron hag he vugale, hag e vezint lod Aaron hag he vugale dre eur guir hag a bado da vikenn e touez bugale Israël, dre ma'zint ar preveudiou hag ar re ghenta euz ar zakrifisou a beoc’h a ghennigont d’ann Aotrou.

29. Bugale Aaron, goude ar maro anezhan, ho devezo ann dillad santel ho deuz zervichet d’ezhan, evit ma vezint eoliet, guisket gant-ho, ha ma vezo sakret ho daouarn d’ann Aotrou.

30. Ann hini euz he vugale a vezo bet lekeat da velek braz enn he leac’h, hag a dle mont e tabernakl ann desteni da ober he garg ebarz er santual, a zougo ar viskamant-se epad seiz devez.

31. Hoghen kemer a reot penn-denved ar zakradur, ha poaza a reot he ghik ebarz al leac’h santel.

32. Hag Aaron hag he vugale a zebro euz ar c’hik-se, dibri a raint ivez ar bara a zo choumet er baner e toull dor ann tabernakl.

33. Evit ma lakaï ar zakrifiz-se ann Aotrou Doue da veza aotreüz enn ho c’henver, ha ma vezo santifiet daouarn ar re her c’hennigo. Ann diaveziad na zebro ket euz ann traou-ze, dre’n abek ma’zint santel.

34. Hoghen mar choum eunn dra bennag euz ar