Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
126
LEVR ANN EXOD.


16. Ha pa ho pezo he lazet, e kemerot euz he c’hoad, hag her skuillot tro-var-dro ann aoter.

17. Ar maout a zraillot neuze a dammou, hag o veza goualc’het ar bouzellou hag ann treid, e lekeot anezho var ar c’hik draillet ha var ar penn.

18. Hag e kennigot ar maout oc’h he zevi enn he bez var ann aoter ; rak sakrifis ann Aotrou eo, hag ar zakrifis a c’houes vad evit ann Aotrou.

19. Kemer a reot ivez ar penn-denved all, hag Aaron hag he vugale a bozo ho daouarn var he benn.

20. Ha pa ho pezo lazet anezhan, e kemerot euz he c’hoad hag hen lekeot var vek skouarn zeou Aaron hag he vugale, ha var veudou ho dourn hag ho zroad deou, hag e skuillot ar rest euz ar goad var ann aoter tro-var-dro.

21. Kemer a reot ivez euz ar goad a zo var ann aoter, hag euz eol a zakradur, hag e taolot anezho gant eur sparf var Aaron hag he zillad, var he vugale hag ho dillad. Hag o veza ho sakret hi hag ho dillad,

22. E kemerot soa ar penn-denved, al lost, ar zoa a zo var ar bouzellou, lienen-ghik ann avu, ann daou lunac’h hag al lard a zo var-n-ezho, hag ar skoaz zeou, dre’n abek ma’z eo maout ar zakradur.

23. Kemer a reot ivez eunn tamm euz a eur bara, eur voastel goloet gant eol, eur guign euz a baner ar baraou dic’hoell a zo bet lekeat dirag ann Aotrou.

24. Hag e lekeot ann traou-ze holl var zaouarn Aaron hag he vugale, hag e santifiot anezho, o sevel ar profou-ze dirag ann Aotrou.

25. Ho c’hemer a reot adarre holl euz a dre ho daouarn, hag ho dêvot var ann aoter e sakrifis-losk, da