Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
125
LEVR ANN EXOD.


5. E viskot Aaron gant he zillad, da lavaret eo, gant ar c’hrez lin, ar zae, ann ephod hag ar rational pehini a stardot gant ruban ann ephod.

6. Hag e lekeot ar mintr var he benn, hag al lavnen zantel var ar mintr.

7. Hag e skuillot eol ar zakradur var he benn ; hag e vezo sakret dre al lid-se.

8. He vugale a lekeot ivez e toull dor ann tabernakl, hag ho guiskot gant saeiou lin, hag ar gouriz a lekeot endro d’ezho.

9. Kement-se a reo da Aaron ha d’he vugale, mintrou a lekeot var ho fenn ; hag e vezint va beleien d’am zervicha da viken. Goude ma ho pezo sakret ho daouarn,

10. E tigasot al leue dirag tabernakl ann desteni. Aaron hag he vugale a astenno ho daouarn var he benn.

11. Hag e lazot anezhan dirag ann Aotrou e kichen dor tabernakl ann desteni.

12. Hag o veza kemeret euz a c’hoad al leue, e lekeot euz anezhan var goignou ann aoter gant ho piz, hag ar peurrest euz ar goad a skuillot ec’harz troad ann aoter.

13. Kemer a reot ivez ann holl soa a zo var ar bou­zellou, ha lienen-ghik ann avu, ann daou lunac’h hag ar zoa a zo var-n-ho, hag ho c’hennigot oc’h ho devi var ann aoter.

14. Mes kik al leue, ar c’hroc’hen hag ar beuzel, ho rosta a reot er meaz euz ar c’hamp, dre ma’ z-eo eunn hostif evit ar pec’hed.

15. Kemer a reot ivez unan euz ann denved, hag Aaron hag he vugale a bozo ho daouarn var he benn.