Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
LEVR ANN EXOD.

enn eur flamm-tan a zave euz a greiz eur voden ; hag e vele ann tan er voden, hag ar voden na zeve ket.

3. Moïzez a lavaraz eta : Mont a rinn, ha guelet a rinn petra eo ar burzud braz-hont, perag, ne zev ket ar voden.

4. Mes ann Aotrou-Doue, o velout ez ea rag eeun da zellet, a c’halvaz anezhan euz a greiz ar voden, hag a lavaraz : Moïzes, Moïzes. He-ma a respontaz : Chetu-me ama.

5. Ha Doue da lavarout : Na dostaït ket ama, emez-han ; tennit ho poutou euz ho treid, rak al leac’h m’emoc’h enn-han a zo eunn douar santel.

6. Hag e lavaraz c’hoaz : Me eo Doue ho tad, Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob. Moïzes a guzaz e fas ; rak ne grede ket sellet ouc’h Doue.

7. Hag ann Aotrou-Doue a lavaras d’ezhan : Guelet am euz trubuliou va bobl, ha klevet am euz ar c’hri a daol dre’n abek da grisderi ar re a zo e penn al labourou.

8. Hag o c’houzout pegher braz eo he c’hlac’har, ounn diskennet evit he zilivra a dre daouarn ann Ejipsianed, hag evit he gas diouc’h ar vro-ma enn eur vro vad ha braz, enn eur vro e red enn-hi al leaz hag ar mel, e douarou ar Gananeed, ann Hetheed, ann Amorrheed, ar Pherezeed, ann Heveed hag ar Jebuzeed.

9. Kri-forz bugale Israël zo deuet beteg en-oun, ha guelet am euz ho zrubuliou, hag e pe zoare int flastret gant ann Ejipsianed.

10. Mes deuit, hag e kasinn ac’hanoc’h, da gavout Pharaon ; evit ma tennot va bobl, bugale Israël, euz ann Ejipt.

11. Moïzes a lavaraz da Zoue : Piou oun-me, da