Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
117
LEVR ANN EXOD.


5. Hag ho lekeot dindan oaled ann aoter, hag ar c’hrill a ziskenno bete kreiz ann aoter.

6. Ober a reot ivez bisier-doug ann aoter gant koat setim, hag ho goloot gant lavnennou arem.

7. Ho zremen a reot dre al lagadennou, hag e vezint e daou du ann aoter, evit he doughen.

8. Ann aoter-ze, n’he greot ket leun, mes goullo ha kleuz enn diabarz, evel ma’z eo bet diskouezet d’ehoc’h. var ar menez.

9. Ober a reot ivez kloz ann tabernakl ; e tu ar c’hresteiz anezhan e vezo stighou lin fin troet, ha pep kostez en devezo kant ilinad hed.

10. Hag ughent post gant ho c’hement a ziazeziou en arem, mes ho rizennou hag al labourou kizellet a vezo enn arc’hant.

11. Er memes tra, e tu ann hanter-noz e vezo stignou a hed kant ilinad, ughent post gant kement a ziazeziou en arem, ho rizennou hag al labourou kizellet, enn arc’hant.

12. E penn ar c’hloz e tu ar c’huz heol, e vezo stignou var hed hanter-kant ilinad, gant dek post hag ho c’hement a ziazeziou.

13. Ar penn all euz ar c’hloz, e tu ar zao-heol, en devezo ivez hanter-kant ilinad ledander.

14. Eno e vezo lekeat pemzek ilinad stign enn eunn tu, gant tri fost ha kement all a ziazeziou.

15. Hag enn tu all e vezo ivez stignou a hed pemzek ilinad gant tri fost ha kement all a ziazeziou.

16. Var doull dor ar c’hloz e vezo lekeat eur vouel a ughent ilinad, great gant perz-glaz, moug, skarlek diveach, livet, ha gant lin fin troet, ha var-n-ezhi la-