Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
112
LEVR ANN EXOD.

eben, hag ar pemp all en em zalc’ho ivez ann eil ouz eben, staghet er memes fesoun.

4. Lakaat a reot kerdinigou perz-glaz enn daou du d’ar goueliou, hag er penn d’al laez anezho, evit gallout ho staga ann eil ouz eben.

5. Pep gouel e devezo hanter-kant kordennik e pep tu, ha renket enn hevelep fesoun ma en em gavo ar c’herdin kenver ha kenver, ha ma vezo eaz staga ar goueliou ann eil ouz eben.

6. Ober a reot ivez hanter-kant lagaden aour dre bere e vezo staghet ar goueliou ann eil ouz eben, evit ma savint etrezho eunn tabernakl, pe eunn telt.

7. Ober a reot ivez unnek pallen bleo gheor, da c’hôloï ann tabernakl divar c’horre.

8. Pep pallen e devezo tregont ilinad hed, ha pevar ilinad lec’hed ; ar pallennou ho devezo holl ar memes ment.

9. Pemp anezho a stagot ann eil ouz eben, hag ar c’houec’h all a stagot er memes tra ann eil ouz eben, enn hevelep fesoun ma tisplegot ar c’houec’hved pallen var dal araog ann tabernakl.

10. Lakaat a reot ivez hanter-kant kordennik ouc’h bordou eur ballen evit ma vezo gallet he staga ouc’h ar ballen all ; hag hanter-kant kordennik euz ar ballen all evit ma vezo staghet ouz eben.

11. Ober a reot ive hanter-kant lagaden arem dre bere e vezo tremenet ar c’herdinigou, evit na raï ann holl balennou nemet eunn doen etrez-ho.

12. Ar pez a vezo a re euz ar pallennou, great da c’holei ar stign kenta, da lavaret eo, eur ballen pehini a zo muioc’h, gant ann hanter anezhi e c’holoot ann tal-adre euz ann tabernakl,