Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
111
LEVR ANN EXOD.

Voïzes, digant kement den ho c’hennigo a volontez vad. Ar paour a hell eta rei prof evel ar pinvidik ; nemet ma roï a greiz he galonn, Doue na c’houlen netra ken.

℣ 10. Eunn arc’h a reot gant koat setim. — Hounnez eo arc’h ar ghevredighez, pe ann arc’h a Allianz, ker brudet er Skritur Sakr. Eur c’hoffr a oa, var dro tri zroatad hed d’ezhan, ha daou droatad ledander, ha kement all a huelded. Ebarz ar c’hoffr-se e oe lekeat dre urz Doue, diou daolen al lezen, eur muzul mann, ha goalen vurzudus Aaron. Ann traou-ze ho a skeudenne anat hon Tabernaklou Santel, e pere e choum noz-deiz Jezuz-Krist, hol lezennour, magadurez hon eneou, hag hor mesaer var hent ar zilvidighez.

℣ 31. Ober a reot c’hoaz eur c’hantoler en aour kannet ha pur meurbed. — Ar c’hantoler-ze gant he seiz brank, hag he gleuzeuriou var elum, a verke ar Spered Santel gant he seiz donezoun. Ann traou-ze holl a oa great gant aour pur, evit diskouez d’eomp peghen neat ha pegher Santel e renker beza evit tostaat ouz Doue.





PENNAD XXVI.


Diviz ann Tabernakl, gant ann traou a zell out-han.


1. Hoghen ann tabernakl, a reot evel-henn ; ober a reot dek gouel gant lin fin diveach troet, gant perz-glaz, pourpr, ha skarlek diveach livet, ha nadozet a dakennou brao henvel ouz plun laboused.

2. Pep gouel e devezo eiz ilinad var-n-ughent a hed, ha pevar ilinad a ledander. Ar goueliou ho devezo holl ar memes ment.

3. Pemp euz ar goueliou a vezo staghet ann eil ouz