Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
110
LEVR ANN EXOD.


35. A-hed gâr ar c’hantoler e vezo teir boul ann eil hueloc’h eghet eben, ha diouc’h pep boul e zavo daou vrank, pere a rai c’houec’h brank o sevel diouc’h eur memes gâr.

36. Ar boulou eta hag ar brankou a vezo eur memes pez gant ar c’hantoler hag holl en aour kannet ha pur meurbed.

37. Ober a reot ivez seiz kleuzeur, hag ho lekeot a-uz d’ar c’hantoler da c’houlaoui ann eil dirak eghile.

38. Great e vezo ivez mouchettezou ha listri e pere e vezo moughet ar mouchennou, holl en aour pur meurbed,

39. Ar c’hantoler, gant al listri, a vezo enn he zervich, a bouezo eunn talant aour euz an hini pura.

40. Sellit, ha grit diouc’h ar skouer a zo bet diskouezet d’ehoc’h var ar menez.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 40. Sellit, ha grit diouc’h ar skouer a zo bet diskouezet d’ehoc’h var ar menez. — Kredi a reer penaoz Doue a ziskouezaz da Voïzes nann hepken ann aoz pe ar furm ho divije ann traou sakr a c’hourc’hemenne da ober, mes ivez ann traou santeloc’h c’hoaz a skeudennent hag a dlie servichout e relijion Jezuz-Krist, re hir e ve diskouez ar virionez-se pez ha pez ; gant eur brederen verr bennag e renkimp tremen. Taolit evez penaoz Doue a c’houlenn digant he bobl evit servich ann tabernakl ar pez ho deuz a brizussa, aour, arc’hant, arem, seiz livet, ha krec’hin kempennet kaer. Diouallit eta pa reot prof, da gas da Zoue ar pez hoc’h euz a falla, evel ma rea Kaïn. Hag ho c’hemerot, eme Zoue da