Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
109
LEVR ANN EXOD.

hag e devezo daou ilinad hed, eunn ilinad ledander, hag eunn ilinad hanter a huelded.

24. Hag he guiskot gant aour euz ann hini pura, hag e reot var-n-ezhi eur rizen aour tro-var-dro.

25. Ha var a rizen-ze eur gurunen dantelezet a dri meudad huelded, ha var-n-ezhi eur gurunen all bihanoc’h enn aour.

26. Ober a reot ivez pedeir lagaden aour, hag ho stagot e pevar c’horn ann daol, unan dre bep troad.

27. Al lagadennou a vezo izelloc’h eghet ar gurunen, evit ma vezo gallet tremen bisier dougherezed dreiz-ho, da zoughen ann daol.

28. Ar bisier-ze da zoughen ann daol a reot ivez gant koat setim, hag ho guiskot gant aour.

29. Ober a reot ivez plajou doun, hanafou, ezansouerou, ha kaliriou gant pere e vezo kennighet likoriou ar zakrifis, holl en aour euz ann hini pura.

30. Hag e lekeot var ann daol ar baraou a dle choum bepred diraz-oun.

31. Ober a reot c’hoaz eur c’hantoler en aour kannet ha pur meurbed, gant he c’hâr, he vrankou, he graouennou, he voulou, hag al lili en em zistago diout-han.

32. C’houec’h brank a zavo diouc’h he c’hâr, tri euz a eunn tu, ha tri euz ann tu all.

33. Var bep brank e vezo tri zas e doare kraouennou, eur voul hag eul lilien ; var eur brank all tri zas ivez e doare kraouennou gant eur voul hag eul lilien ; en doare-ze e vezo great ar c’houec’h brank a dle sevel diouc’h gâr ar c’hantoler.

34. Mes gâr ar c’hantoler he-unan a zougo pevar zas, ha pep tas en devezo he voul hag he lilien.