Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
LEVR ANN EXOD.


Moïzes a oe savet eta evel eur prins ; diski a reaz holl skianchou hag holl furnez ann Ejipsianed, ha bez’ez oa, hervez testeni ar Spered-Santel, galloudek enn he gomzou hag enn he oberiou (Act. VII. 22). Bet e vije unan euz a bennou ann Ejipt, mes nac’h a reaz beza map da verc’h Pharaon, ha guell e oe gant-han beza trubuliet gant pobl Doue, eghet choum enn he blijadur eleac’h ma rene ar pec’het. Kredi a ree e oa dismegansou ar C’hrist brasoc’h madou eghet tenzoriou ann Ejipt, hag he zell a ioa var gurunen ar vuez da zont (Hebr. xi. 25.). Greomp evel d-han, lekeomp ato mad ann ene araok mad ar c’horf, ha lezomp henoriou ha pinvidighezou ar bed-ma, mar emaomp e riskl gant-ho da goll madou ar vuez all.

℣ 16. Hoghen Belek Madian en devoa seiz merc’h Ar belek-se en doa daou hano, hervez doare, Raguel ha Jethro, diouc’h ma vezo guelet divezatoc’h. Kredi a reer e oa Jethro roue ha belek e Bro Madian, evel ma oa Melkisedek e Bro Salem, hag ec’h adore ivez ar guir Doue. Rak diskenn a rea euz Madian map Abraham euz he c’hreg Cethura. Hag enn amzer goz-se, religion ar guir Doue a oa c’hoaz stankoc’h etouez ann dud eghet ar baganiach. Oc’hpenn-ze neket guirhenvel e vije eat Moïzes da zimezi gant eur baïanez.





PENNAD III.


Ar voden-tan.


1. Moïzes a zioualle er peuriou denved Jethro he dad kaer belek Madian ; hag o veza kaset he dropell doun er gouelec’h e teuaz da venez Doue hanvet Horeb.

2. Hag ann Aotrou-Doue en em ziskouezas d’ezhan