Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107
LEVR ANN EXOD.






PENNAD XXV.


Ar profou da ober. — Ann Tabernakl hag ann traou sakr all da lakaat enn-han.


1. Hag ann Aotrou a gomzaz ouz Moïzes, o lavarout :

2. Livirit da vugale Israël e tleont lakaat a gostez evid-oun ar preveudiou ; hag ho dighemer a reot digant kement den ho c’hennigo e prof a galon vad.

3. Chetu ama ann traou a dleit da ghemerout : Ann aour, ann arc’hant, hag ann arem,

4. Ar pers-glaz, hag ar mouk, hag ar skarlek diou-veach livet, ar lin fin, hag ar bleo gheor,

5. Hag ar c’hrec’hin meot livet e ruz, ha krec’hin all limestret, ha koat setim.

6. Eol da ellumi ar c’hleuzeuriou, arom kre da ober oungamanchou, ha pep seurt louzeier c’houes-vad.

7. Mein onyx, ha mein pricius da aorni pe da c’hoarnisa ann Ephod hag ar Rational.

8. Ober a raint ivez d’in eur santual, hag e vezin o choum enn ho c’hreiz.

9. Hen ober a raint diouc’h henveledighez ann tabernakl a ziskouezinn d’ehoc’h gant ann holl listri sakr a zervicho enn-han. Hen ober a reot evel-henn :

10. Grit eunn arc’h gant koat setim, hag e devezo daou ilinad hanter a hed, eunn ilinad hanter a ledander, ha daou ilinad hanter ivez a huelded.

11. Hag he goarnisot gant aour pur meurbed enn diabarz hag enn diaveaz, ha var he gorre e reot eur gurunen enn aour pehini a raï ann dro d’ezhi.