Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
LEVR ANN EXOD.

na varfemp. Ar merk-se a zoujanz a blijaz da Zoue ha Moïzes a dostaaz he-unan ouz ann devalded a oa var ar menez ha Doue a ziskleriaz d’ezhan al lezennou hon euz lennet enn tri fennad ama araog. Moïzes a ziskennaz neuze da lenn al lezennou-ze dirag ar bobl, ha da c’houlenn digant-han hag hen ho c’have mad ; hag hen a bromete d’ho mirout gant fidelite ? Ar bobl a respontaz : Ober a raimp kement en deuz lavaret ann Aotrou. Neuze Moïzes a reaz eur zakrifis da ziella ann accord pe ar ghevredighez a rea Doue gant he bobl. Ober a reaz diou loden euz a c’hoad al loened lazet enn enor da Zoue ; unan evit Doue, eben evit ar bobl. Loden Doue a oe skuillet var ann Aoter da ziskouez e skuilje Doue var ar bobl ar madou en doa prometet, ma vije ar bobl fidel d’he lezen. Loden ar bobl a oe taolet gant eur sparf var ann holl Israelited da ziskouez en em garghent da virout al lezen. Chetu aze ann accord pe ar ghevredighez a c’halver ann testamant koz.

Goude kement-se, Doue a reaz da Voïzes pignat c’hoaz var ar menez, ha digas gant-han Aaron, Nadab hag Abiu, ha dek den koz ha triughent, evit ma en em ziskouezje d’ezho, ha ma heljent lavaret d’ar bobl ho doa guelet ann Doue gant pehini ho doa great kevredighez ; mes na heljont ket lavaret petra a oa, na heljont portrezi nemet ar pez a oa dindan he dreid.

Neuze evel ma en doa Doue traou kaeroc’h hag huelloc’h da ziskouez da Voïzes, e lavaraz d’ezhan pignat he-unan bete lein ar menez, hag he tiskleriaz d’ezhan lidou he religion ; Al lidou-ze pere a skeudenne ar pez a dlie c’hoarvezout e religion Jezuz-Krist.

Moïzes o pignat evelse huelloc’h-huel var ar menez, a verk ann eneou santel, pere a gherz a vad e hent ar zilvidighez ; sevel a reont a zerez da zerez, a vertuz da vertuz, ken a erruont ebarz ann Env dirag ar c’hloar a zoue, videbitur Deus Deorum in Sion.


————