Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
LEVR ANN EXOD.


11. Hag onn Aotrou na skoaz ket ar re euz a vugale Israël pere ho doa en em zalc’het a bell, hag e veljont Doue, hag e tebrjont hag ec’h evjont evel kent.

12. Hoghen ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Pignit da ved-oun var ar menez, ha bezit eno ; hag e roinn d’ehoc’h taolennou mein, hag al lezen hag ar gourc’hemennou am euz skrivet, evit ma teskot ar bobl.

13. Moïzes ha Jozue he zervicher a zavaz, ha Moïzes o pignat var ar menez,

14. A lavaraz d’ar re goz : Gortozit aze ken na zistroimp d’ho kavout. Beza hoc’h euz Aaron hag Hur gan-ehoc’h ; mar sav eunn difficulté bennag, kasit ar gaoz diraz-ho.

15. Ha pa oa pignet Moïzes, eur goumoulen a c’holoaz ar menez,

16. Ha gloar ann Aotrou a choumaz pozet var menez Sinaï, oc’h he c’holoi gant eur goumoulen epad c’houec’h devez ; hoghen d’ar seizved devez Doue a c’halvaz Moïzes euz a greiz ar goumoulen.

17. Ar pez a velet euz a c’hloar ann Aotrou, a oa evel eunn tan ruz-glaou var lein ar menez, guelet gant holl vugale Israël.

18. Ha Moïzes o veza eat e kreiz ar goumoulen, a bignaz var ar menez ; hag e choumaz eno daou-ughent devez ha daou-ughent nozvez.


————


SKLERIDIGHEZ.


Goude ma en doa Doue roet he c’hourc’hemennou d’ar bobl divar menez Sinaï, ar bobl a lavaraz da Voïzes : hiviziken komzit d’eomp c’houi, ha nann ann Aotrou, gant aoun