Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
LEVR ANN EXOD.


2. Ha Moïzes hep ken a bigno beteg ann Aotrou, hag ar re-hont na dostaint ket, ar bobl ken nebeut na bigno ket gant-han.

3. Moïzes a zeuaz eta hag aa zanevellaz d’ar bobl holl gomzou ann Aotrou hag he lezennou-reiz ; hag ar bobl holl a respontaz enn eur vouez : Ober a raimp ann holl draou en deuz lavaret ann Aotrou.

4. Ha Moïzes a skrivaz holl gomzou ann Aotrou, hag o sevel mintin mad, e tressaz eunn aoter e harz troad ar menez, ha daouzek mean-dest hervez ann daouzek meuriad euz ar bobl a Israël.

5. Hag e kasaz tud iaouank euz a vugale Israël ; hag e rejont sakrifisou e pere e vez devet holl ann aneval, ha sakrifisou a beoc’h d’ann Aotrou, o laza lueou enn he enor.

6. Ha Moïzes a ghemrraz ann hanter euz ar goad, hag hen lekeaz ebarz hanaffiou, hag ar pez a choumaz, e skuillaz anezhan var ann Aoter.

7. Hag ho kemer levr ar ghevredighez, e lennaz anezhan dirag ar bobl, pehini o veza he glevet a lavaraz : Ober a raimp ann holl draou en deuz lavaret ann Aotrou, ha senti a raimp out-han.

8. Neuze Moïzes a ghemeraz ar goad hag hen taolaz gant eur sparf var or bobl, hag a lavaraz : He-ma, eo goad ar ghevredighez en deuz great ann Aotrou gan-ehoc’h var ann holl draou-ma hoc’h euz guelet ha klevet.

9. Ha Moïzes hag Aaron, Nadab hag Abiu, hag ann dek ozac’h ha tri-ughent euz ar bobl a Israël, a bignaz ;

10. Hag e veljont Doue lsraël ; ha dindan he dreid e oa evel eur pez labour great gant mein Saphir, hag henvel ouz ann env pa vez kaer ann amzer.