Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
LEVR ANN EXOD.

hoc’h, ken na greskot, ha na viot goestl da berc’henna ho douarou.

31. Ar vro a dleann da rei d’ehoc’h a dizo adaleg ar mor ruz bete mor ar Philistined, hag a-daleg ar gouelec’h beteg ar ster-vraz, livra a rinn etre ho taouarn tud ann douar-ze, hag ho zeurel a rinn er meaz divar hoc’h hent.

32. Ne reot ket a ghevredighez gant-ho, na gant ho Doueou.

33. Arabad eo e choumfent enn ho touar, gant aoun n’ho lakafent da bec’hi em enep-me, ma teufac’h da zervicha ho Doueou : Ar pez a ve ho koll hep mar ebed.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 2. Ne heuliot ket ar foul da ober ann drouk, hag enn eur varn, ne assantot ket da venoz al loden vrasa evit trei divar ar virionez. — Chetu aze eur ghentel talvoudek, ispicial evit ann amzer-ma, ma roer ann darn vrasa euz ar c’hargou dre vouez. Ma lavar d’ehoc’h ho koustianz ne ket mad hen-ha-hen evit ar garg, na roit ket ho mouez d’ezhan, daoust peghement a dud a ve enn tu gant-han. Ha na livirit ket : hanvet e vezo koulskoude, ha pa’z afenn me a enep d’ezhan. Grit ar pez a dleit da ober, ha list ann traou da vont. Ann dud vad o vankout evelse da herzel ouz ar re fall, a zo bet kiriek da galz a zrouk. Er bloaz 1848, paneved ma savaz ar veleîen da rei mouez ho-unan, ha da rei kaloun d’ann dud vad, den na oar petra vije c’hoarvezet ; goasoc’h marteze eghet er revolution vraz. Beb veach[sic] ma en em glevo ann dud honest da ober penn ouc’h ar re fall, ar gounit a vezo d’ezho abred pe zivezad.