Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
101
LEVR ANN EXOD.

evit ma ho tiouallo hed ann hent, ha ma ho lakaï ebarz er vro am euz preparet d’ehoc’h.

21. Doughit resped d’ezhan, ha selaouit he vouez, ha na gredit ket ec’h helfac’h he zisprijout ; rak ne bardouno ket mar pec’hit, hag em hano-me eo e raï pep tra.

22. Hoghen mar selaouit he vouez, ha mar grit ann holl draou a lavarann, me vezo enebour hoc’h enebourien, ha goana a rinn ar re ho koano.

23. Ha va Eal a gherzo enn ho raog, hag a gaso ac’hanoc’h e bro ann Amorrheed, ann Hetheed, ar Pherezeed, ar Gananeed, ann Heveed, hag ar Jebuseed a dleann da zismantra.

24. Ne adorot ket ho Doueou, ha na reot lid ebed en ho enor. Na reot ket ann traou a reont, mes ho dismantra a reot, ha bruzuni a reot ho skeudennou.

25. Hag e servichot ann Aotrou ho Toue, evit ma roïon va bennoz d’ho para ha d’ho tour, ha ma laminn pep klenved euz ho touez.

26. Ne vezo greg difrouez ebed na brec’haign ebed enn ho touar, leunia a rinn muzul ho teisiou. (Eur vuez hir a roinn d’ehoc’h).

27. Lakaat a rinn va spount da gherzet enn ho raog, ha laza a rinn kement pobl ez eot enn he vro ; ha lakaat a rinn hoc’h holl enebourien da drei kein a raz-hoc’h ;

28. O kas da ghenta guesped braz pere a rai d’ann Heveed, d’ar Gananeed ha d’ann Hetheed tec’het kuit, abarz ma’z eot enn ho bro.

29. N’ho zaolinn ket er meaz divar ho hent enn eur bloaz, gant aoun na zeufe ar vro da veza eur gouelec’h, ha na greskfe al loened gouez da noazout d’ehoc’h.

30. A nebeud da nebeud ho c’hasinn er meaz a ziraz--