Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/101

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99
LEVR ANN EXOD.






PENNAD XXII.


Lezennou d’ar varnerien. — Lezen ar Sabbat. — Eal Doue gant ann Israelited.


1. Na reot ket skouarn da eur gaoz ha ne d-eo ket guir ; ha na lekeot ket ho tourn e dourn ann den impi da zoughen falz-testeni enn tu gant-han.

2. N’ez eot ket da heul ar foul da ober ann drouk, ha pa root ho mouez enn eur varn, ne assantot ket da venoz al loden vrassa, evit trei divar ar virionez.

3. Er varn ne viot ket ken nebeut trugarezuz e kenver ar paour.

4. Ma en em gavit gant ejen hoc’h enebour pe gant he azen dianket, digasit-ho d’ezhan d’ar ghear.

5. Mar guelit azen ann hini en deuz kaz ouz-hoc’h kouezet dindan he zamm, ne d-eot ket ebiou, mes he zikour a reot d’he zevel.

6. Na zilezo ket ar guir evit condaouni ar paour.

7. Tec’hit diouc’h ar gaou. Na lekeot ket d’ar maro ann den divlam nag ann den just, rak argarzi a rann ann den impi ha na ra stad ebed euz ar virionez.

8. Ha na zighemerot ket a brezanchou, pere a zall memes ann dud fur, hag a voall-dro komzou ann dud just.

9. Ne viot ket rust ouz ann diaveziad ; rak anaout a rit stad ann diavezidi, o veza ma’z hoc’h bet hoc’h-unan diavezidi e douar ann Ejipt.

10. Epad c’houec’h vloaz ec’h hadot ho touar, hag e tastumot ar frouezou anezhan.