Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
LEVR ANN EXOD.


23. Pell amzer goude kement-ma, roue ann Ejipt a varvaz, ha bugale Israël oc’h hirvoudi, en em glemmaz a vouez huel dre’n abek d’al labourou : hag ho c’hri divarbenn al labourou a bignaz bete Doue.

24. Klevout a reaz ho hirvoudou, hag e teuaz sonj d’ezhan euz ar ghevredighez en devoa great gant Abraham, Isaak ha Jakob.

25. Hag ann Aotrou Doue a zellaz ouc’h bugale Israël, hag ho anavezaz, da lavaret eo, en doe truez out-ho.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 10. Hou-ma her c’hemeraz da vap. Sellit penaoz e ra Doue goab euz a c’halloudeien ar bed-ma, hag euz ar rouaned vrasa, pa en em roont da ober drouk eleac’h ober vad, diouc’h ma c’houlenn ho c’harg. Pharaon a felle d’ezhan distruja ar bobl a Israe1, ha chetu hen o vaga enn he balez, hag o choura evel he vap bihan ann hini a dlie savetei ar bobl-se hag he denna a zindan he vestrouniez garo. Savetei a ra euz ar ster, dre zaouarn he verc’h, ann hini a veuzo dre urz Doue, ekreiz ar mor ru, ar re ghenta euz he zujidi, ar re marteze a zo bet ar re akedusa o sevenni he lezennou didruez. Goude kement-se penaoz ec’h hellomp-ni mankout da gaout fisianz enn Doue-ze holl-c’halloudek, pehini a zalc’h etre he zaouarn kalonou ar rouaned hag ho zro ec’hiz ma kar.

Moïzes, saveteet euz ann dour evit beza salver ha lezennour he bobl, a zo bet e kement-se eur skeuden euz a Vap Doue saveteet diouc’h ar goad, da lavaret eo, diouc’h muntrerez ann innoçanted santel, evit beza Salver ha lezennour ann holl dud.