Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 5 —


ganeomp da ziloueda... Pebez tortat a raimp en he enor deiz he varo... »

BIEL

Hein ! Evelse ho deuz lavaret ?... Toulrida... liardou da ziloueda... eun tortat en va enor !...

JERMEN

Ia, mestr, ha kalz traou ail euzussoc'h, dirak kanfarted henvel out-ho hag a helfen da henvel d’eoc’h.

BIEL

En han’ Doue, n’her gra ket ; n’am euz ezom ebet d’ho anaout... (En eur azeza)... Sakondien, pebez ran-galon ma ve gwir !!... Jermen, kerz da ober da labour ha me jomo ama, evit ober gwelloc’h va sonj...

————
TREDE DIVIZ
BIEL (he-unan)

... Anton... Olier... Poan am euz o kredi kement all euz ho ferz... Koulskoude ma ve ar wirionez e tu Jermen, elec’h beza em hini-me, ha perak na ve ket ? Santimanchou an dud a zo ken diez da anaout en hon amzer ! Da heul ar c’homzou flour a zired divar ho muzellou, e kredf’ec’h marvad n’ho p’euz ket kaeroc’h mignouned var an douar, ha ma ve dizoloet goeled ho c’halon, petra ve kavet ??...

O ma ve gwir lavar Jermen ! Mez penaoz en em gaout gant ar wirionez ? Eno e ma an dalc’h.

————