Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —


pell evit hen diskuez d’id... Mez araok pep tra all, lavar d’eomp ; daoust ha ne peuz laeret netra divar hor c’houst epad m’edoz ama da unan ?

JERMEN

Me, laerez eun dra benag ? Evelato ne garfec’h ket e ven lakeat e mesk al laeroun... Furchit ac’hanon.

ANTON

Ne peuz ezom ebet da grial evel ma rez : da gredi a reomp, va Doue benniget... Allo, kerz da beurachui da labour... (Pa zeo eat Jermen dija pell). Ma kendalc’hez da veza fur, ni roio d’id marteze poltret hon Tonton Biel, a zo ama a zistribil.

OLIER

Poltret eur marmouz kaer, hein, breur !

————


PEMPED DIVIZ
VALENTIN (en eur entreal gant daou dest)

Petra velan, nonde vingt-deux ?

Tokou Biel dija var ho pen !! N’emaoc’h ket divezad o kregi...

ANTON

Brema pe divezatoc’h, an dra-ze zo kavatal, aotrou barner.

VALENTIN

A gav d’id ? mez n’eo ket va zantimant d’in-me, da viana betek hên : Bremaik e vo great ar sklerijen... Mont a ran da zevel ar ziel dirak an daou zen a volontez vad o deuz assantet servichout da destou, evit gwelet a n’euz ket eun Testamant all e diabarz ar c’hrouf... (En eur freuza ar ziel). Ma n’euz hini ebet ama, ne gav ket d’in e ve ken neubeut e leac’h all ebet... Sellomp piz e pep korn, eb direnka re ar pez a zo dastumet ennan !...