Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —


divar hon labour... Olier, petra sonjes ? Ha ma kemerfemp ive bep a re voutou, e mesk ar bouteier a zo aze en daou du d’ar c’hrouf ?

OLIER

N’eo ket eun dra fall ken neubeut... Gwelomp neuze ha ni a vo ken chansuz eget gant an tokou.

ANTON (O librada eur re voutou)

O tonnerr ! Ar rema a zo eur beac’h anezo, ha n’ouzoun ket penaoz e c’helle an immobil koz bale gantho.

OLIER

Diskuez-ta, Anton (goude ho dibrada hag en eur ho zeuler d’an douar a frao)... Ne ket me a garfe ober eul leo gant eur seurt bagou... Mad da verza d’ar pillaouer, pa dremeno dre aze.

————
PEVARE DIVIZ
ANTON (O klevet trouz ar boutou, a zired)

Piou zo aze ? Piou zo aze ?

ANTON (en eur saludi)

...Bonjour. Aotrou Jermen.

OLIER

...Bonjour, Aotrou Jermen.

JERMEN

Iskuzit... Me a gave d’in divroidi...

ANTON

Ni, divroidi ? pebez fron ! Evit piou e peuz-te c’hoant d’hor c’hemeret.

OLIER

M’ar deuz eun divroad ama, eo te, ha ne vemp ket