Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —


ANTON

Ugent mil lur ! Ha pegement dre gant a roe dezan ar zoum arc’hant-ze ?

VALENTIN

Eur skoed dre gant, ar pez a ra c’huec’h kant lur ar bloaz a leve, m’ar gouzout kounta.

ANTON (da Olier)

Ni ho lakaio da rei c’huezek real dre gant, eiz kant lur leve etrezomp hon daou.

OLIER

Ma na ve nemet an dra-ze, ne ve ket druz !

ANTON

Hag an ti, aotrou barner, pegement a gav d’eoc’h a ve gellet tenna dioutan ?

VALENTIN

An ti,... gant ar porz-kloz,... gant he damik liorz ?... Vardro tri c’hant lur ar bloaz da neubeuta...

ANTON

Goulennomp neuze pevar c’hant lur : unan benag a vo kavet atao d’her c’hemeret evit ar priz-ze.

OLIER

Ha goude, netra mui da gaout ?

ANTON

Na velan ket, da viana.

OLIER

Mad, kompren a c’helles, breur, ne deimp ket a bell gant ar c’huec’h kant lur leve lezet da bep hini ac’hanomp gant an inkin koz.