Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —


en da sonj... An ali-ma, ne ket eun immobil eo hen ro d’id...

ANTON

Evidompni, Olier ha me, n’euz ket a leac’h da gaout nec’hamant, rak kement liard a zo en ti-ma a zo da ranna entrezomp...

OLIER (O kommans kana)

Mil bennoz d’an ankou...

ANTON

Chom sioul, Olier, ma tisplegin sklear an traou d’ar re-ma... (da Voris ha da Jermen). Brema e zeuz vardro tri bloaz, hon Tonton hen deuz great eun testamant, ha dre an testamant-ze hen deuz voezet da biou rei he liardou.

MORIS

Da biou-ta, m’ar plij ?

ANTON

Da biou hen deffe ho roet ken nemet da Olier ha din-me ?

MORIS

M’ar d’out ken sur a ma lavarez, n’am euz nemet rei peoc’h.

ANTON

Ia, sur oun ; ken sur a ma zeuz pemp biz var va dorn. Daoust ha n’am euz ket gwelet an testamant ? Hag hen lennet am euz ive pen da ben, da genver eun dervez m’en doa hon Tonton ankounac’heat prenna he armel.

{Biel a veler o tec’hat kuit, leun a gounar.)

O ! gortozomp ; bremaïk pa vo ar paper-ze etre hon daouarn, meur a hini a gavo gras stanka he c’hinou.

————