Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —


trugen a n’ho deuz ket an ear da gaout nemeur a boan speret.

OLIER

Poan speret ? double barriken, n’ouzoun ket petra eo an dra-ze.

MORIS

Mardouen, da vreur ne zeblant ket hen anaout ken neubeut, ervez an doare anezan ?

ANTON

Nan, adrazur, a drugare Doue !

MORIS

Gwella-ze d’eoc’h neuze, va zud mad, ha salo na rafec’h morse anaoudegez ganthi, mez taolit evez na ve tostoc’h d’eoc’h eget na sonjit.

ANTON

Er c’hontrol, pelloc’h e ma eget biskoaz, abalamour d’an heritaj braz hon devezo da zastum ama. Nag a beziou aour a die chom varlerc’h hon Tonton !

OLIER

Pebez tortat a raimp, hein, breur ?

JERMEN

M’ar d’eo possubl komz enn eun doare ken mezuz !

ANTON

Te, Jermen, zo pedet da gloza da vuzellou, neketa ; pell amzer awoalc’h e peuz great da vestr en ti-ma, var digarez m’edoz e servij eun immobil koz ; chench baz d’an tambourin a zo poent brema, paotr !

MORIS

Evidon-me a zao gant Jermen. Ne gavan ket deread euz ho perz e teufec’h da gomz euz ho